OpenOffice.org
Seut, e-giz The Gimp pe Mozilla, ur prof (ha pebezh prof, un dudi!) digant kumuniezh ar veziantoù dieub. Ganet oa bet a-drugarez d’ur c’henlabour ingal hag arloup. Heñvel ouzh an heuliad kenwerzhel Star Office, un heuliad burevel dieub klok eo, hag a ginnig:
- ur skridtreterez (Writer)
- un taolenner (Calc)
- ur meziant kinnig (Impress)
- ur meziant tresañ sturiadellek
- un embanner pajennoù web
- ur "module" krouiñ ha merañ diazoù titouroù (en dielloù ofisiel, lennit ar rannbennad diwar-benn an diazoù titouroù: displeget e vo deoc’h penaos krouiñ anezho gant OpenOffice.org, penaos tremen eus Ms Access da OOo, h.a.)
Embannet eo bet an arreval diwezhan gant OpenOffice.org. Posubl eo e bellgargañ e saozneg hag e galleg (pegoulz e brezhoneg? ;o). Liessistem eo an heuliad bureveg (bet rakanvet OOo dija): bez ez eus anezhañ evit Windows, Linux, Mac ha Solaris). Posubl eo lenn ha cheñch ar fichennaouegoù bet krouet gant an heuliad bureveg Microsoft Office (XP, 2000, 97 h.a.). Ar c’henglotañ etre MIcrosoft Office hag OOo a zo dispar: dousig e c’heller tremen d’unan d’egile, ’pezh a aliomp ac’hanoc’h start d’ober.
E-touesk perzhioù niverus arreval diwezhañ an 1.1 gant OOo, mennegomp ar re-mañ:
- ezporzhiañ er stumm PDF an dielloù bet krouet
- gant ar veziantoù kinnig (Impress) ha tresañ (Draw) ez eus tu esporzhiañ er stumm Macromedia Flash (.swf). Posuble eo bremañ gwelet ar fichennaouegoù-se gant ur sturier Internet, ar Plugin Flash gantañ.
- diuzoù a zo gant OOo evit aesaat an implij d’an dud a wel fall (da skouer e c’heller peurzisheñvelaat al livioù)
- gwellaet eo bet an etrevroadelegezh (skritur daoudu hag a-blom): treiñ a c’heller OOo e Japaneg, en Hebraeg hag e kalz yezhoù all
- ur benveg a-zoare da silañ fichennaouegoù XML
- un embanner kevatalennoù galloudek
- tu ’zo esporzhiañ fichennaouegoù eus OOo war-zu stummoù a genglot gant ar PDA-ioù doare Palm Pilot pe Pocket Pc
- kenglotañ a ra bremañ OOo gant diazoù titouroù MySQL
Dindan aotreegezh GNU LGPL (Lesser General Public License) emañ OOo. Talvezout a ra eo kenglotus gant ar GPL, nemet n’eo ket ur redi lakaat dindan aotreegezh GNU LGPL ar chenchamantoù a reer war ar c’hod. Da lâret eo e c’hell un embregerezh bennak en em ziazeziñ war OOo ha krouiñ gantañ ur meziant perc’henn ha kenwerzhel.
Commentaires
<< Poster un message >>
:: question :: précision :: avis :: commentaire :: bug ::
OpenOffice.org , le 12 a viz Ebrel 2007 par gdf (0 rép.)
Brav, brav brav !
Ur pezh mell labour eo !
Gourc’hemennoù !
> OpenOffice.org , le 15 a viz Kerzu 2004 par yves (1 rép.)
> OpenOffice.org , le 10 a viz Ebrel 2011 par Beltran
C’est openoffice "Dieub libre" en breton qu’y est proposé ici ! Si vous ne comprenez pas le breton ça va être compliqué d’utiliser un logiciel en breton ;-)Informations complémentaires
Informations générales
Sur le Framablog
- Cory Doctorow : C'est aujourd'hui qu'il faut tuer ACTA !
- Si l'on pouvait copier la nourriture… ou la parabole qui tue
- Adblock Plus ou l'extension qui valait trois milliards… de perdus pour Google & Co !
- Geektionnerd : Manifs Anti-ACTA
- Et Dieu créa l'homme à son image de hacker, nous suggère un père jésuite
Sur Framagora
- Importer mes dossiers thunderbird vers mail (mac)
- Problème de supression de messages courrier entrant
- Logiciel de synchronisation portable
- Thunderbird l'onglet "envoyer" à disparu !
- ODT2Daisy
- Vente lié ! A lire
- shtooka t'es où ???
- Licence CC0 contre droit moral inaliénable en France
- Recherche logiciel libres vidéo et mind mapping
- La licence CC0 face au droit moral (inaliénable)
Juste une image
CIMG0138- Creative Commons BY




